Brenton - The Gospels in Breton.pdf

(809 KB) Pobierz
http://unbound.biola.edu/results/index.cfm?RequestTimeout=500
Page 1 of 198
3779 Verses Returned. Unbound Home | Hide Background | Format to Print
If the verse results are not being displayed properly please visit the font help page.
Matthew
Matthew 1:1
Levr lignez Jezuz-Krist, Mab David, Mab Abraham.
Matthew 1:2
Abraham a voe tad da Izaak. Izaak a voe tad da Jakob. Jakob a voe tad da Juda ha d'e vreudeur.
Matthew 1:3
Juda, eus Tamar, a voe tad da Farez ha Zara. Farez a voe tad da Ezrom. Ezrom a voe tad da Aram.
Matthew 1:4
Aram a voe tad da Aminadab. Aminadab a voe tad da Naason. Naason a voe tad da Salmon.
Matthew 1:5
Salmon, eus Rahab, a voe tad da Vooz. Booz, eus Rut, a voe tad da Obed. Obed a voe tad da Jese.
Matthew 1:6
Jese a voe tad d'ar roue David. Ar roue David a voe tad da Salomon, eus an hini a oa bet gwreg da Uri.
Matthew 1:7
Salomon a voe tad da Roboam. Roboam a voe tad da Abia. Abia a voe tad da Asa.
Matthew 1:8
Asa a voe tad da Jozafat. Jozafat a voe tad da Joram. Joram a voe tad da Ozia.
Matthew 1:9
Ozia a voe tad da Joatam. Joatam a voe tad da Achaz. Achaz a voe tad da Ezekia.
Matthew 1:10
Ezekia a voe tad da Vanase. Manase a voe tad da Amon. Amon a voe tad da Jozia.
Matthew 1:11
Jozia a voe tad da Jekonia ha d'e vreudeur, da vare an ermaeziadeg e Babilon.
Matthew 1:12
Ha goude ma voent bet kaset da Vabilon, Jekonia a voe tad da Salatiel. Salatiel a voe tad da Zorobabel.
Matthew 1:13
Zorobabel a voe tad da Abiud. Abiud a voe tad da Eliakim. Eliakim a voe tad da Azor.
Matthew 1:14
Azor a voe tad da Sadok. Sadok a voe tad da Achim. Achim a voe tad da Eliud.
Matthew 1:15
Eliud a voe tad da Eleazar. Eleazar a voe tad da Vatan. Vatan a voe tad da Jakob.
Matthew 1:16
Jakob a voe tad da Jozef, pried Mari, ma'z eo bet ganet anezhi Jezuz, galvet Krist.
Matthew 1:17
Bez' ez eus eta en holl: eus Abraham betek David, pevarzek rummad; eus David betek an ermaeziadeg e Babilon,
pevarzek rummad; hag eus an ermaeziadeg e Babilon betek ar C'hrist, pevarzek rummad.
Matthew 1:18
Setu, ganedigezh Jezuz-Krist a c'hoarvezas evel-henn. Goude ma oa prometet Mari, e vamm, da Jozef, a-raok ma oant
asambles, hi en em gavas brazez dre ar Spered-Santel.
128754006.007.png 128754006.008.png 128754006.009.png 128754006.010.png 128754006.001.png 128754006.002.png
Page 2 of 198
Matthew 1:19
Jozef, he fried, a oa un den reizh ha ne felle ket dezhañ he mezhekaat; c'hoantaat a reas he c'has kuit e-kuzh.
Matthew 1:20
Evel ma soñje kement-se, setu, un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezhañ, dre e gousk, o lavarout: Jozef, mab
David, na'z pez ket aon da gemer ganit Mari, da wreg, rak ar pezh a zo koñsevet enni a zo eus ar Spered-Santel,
Matthew 1:21
hag e c'hano ur mab, hag e roi dezhañ Jezuz da anv, rak eñ a saveteo e bobl eus e bec'hedoù.
Matthew 1:22
Kement-se holl a c'hoarvezas, evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant an Aotrou dre gomz ar profed:
Matthew 1:23
Setu, ar werc'hez a vo brazez, hag a c'hano ur mab a vo galvet Emmanuel, da lavarout eo: Doue ganeomp.
Matthew 1:24
Jozef, o vezañ dihunet eus e gousk, a reas ar pezh en devoa ael an Aotrou gourc'hemennet dezhañ, hag e kemeras e wreg
gantañ.
Matthew 1:25
Hogen n'anavezas ket anezhi betek ma voe gwilioudet eus he mab [kentañ-ganet], hag e roas dezhañ Jezuz da anv.
Matthew 2:1
Jezuz o vezañ bet ganet e Betlehem Judea, en amzer ar roue Herodez, setu e teuas majed eus ar sav-heol da Jeruzalem,
en ur lavarout:
Matthew 2:2
Pelec'h emañ an hini a zo ganet da roue d'ar Yuzevien? Rak gwelet hon eus e steredenn er sav-heol, ha deuet omp d'e
azeuliñ.
Matthew 2:3
Pa glevas ar roue Herodez kement-se, e voe trubuilhet, hag holl Jeruzalem gantañ.
Matthew 2:4
O vezañ dastumet an holl veleien vras ha skribed ar bobl, e c'houlennas diganto pelec'h e tlee bezañ ganet ar C'hrist.
Matthew 2:5
Int a lavaras dezhañ: E Betlehem Judea; rak evel-henn eo bet skrivet gant ar profed:
Matthew 2:6
Ha te, Betlehem, douar Judea, n'out ket an disterañ e-touez kêrioù pennañ Judea; rak ac'hanout eo, e teuio ur penn a reno
va fobl Israel.
Matthew 2:7
Neuze Herodez, o vezañ galvet ar majed e-kuzh, a c'houlennas gant preder diganto e pe amzer e oa en em ziskouezet ar
steredenn dezho.
Matthew 2:8
Hag, o kas anezho da Vetlehem, e lavaras: It, ha goulennit gant preder pelec'h emañ ar bugel bihan-se; ha pa ho po e
gavet, roit din da anavezout, evit ma'z in me ivez d'e azeuliñ.
Matthew 2:9
Ar re-mañ, goude bezañ klevet ar roue, a yeas kuit; ha setu, ar steredenn o devoa gwelet er sav-heol, a yae en o raok,
betek ma teuas ha ma chomas a-us d'ul lec'h ma oa ar bugel bihan.
Matthew 2:10
Pa weljont ar steredenn, e voe karget o c'halonoù gant levenez.
Matthew 2:11
O vezañ aet en ti, e kavjont ar bugel gant Mari e vamm, hag, oc'h en em stouiñ d'an douar, ec'h azeuljont anezhañ; ha
goude bezañ digoret o zeñzorioù, e kinnigjont dezhañ profoù: aour, ezañs ha mir.
Matthew 2:12
128754006.003.png
Page 3 of 198
O vezañ bet aliet gant Doue, dre un huñvre, ne zistrojont ket da gavout Herodez; mont a rejont d'o bro dre un hent all.
Matthew 2:13
Goude ma oant aet kuit, setu, un ael eus an Aotrou en em ziskouezas da Jozef, dre un huñvre, en ur lavarout: Sav, kemer
ar bugel hag e vamm, tec'h en Ejipt, ha chom eno betek e lavarin dit; rak Herodez a glasko ar bugel evit e lakaat d'ar
marv.
Matthew 2:14
Eñ, o vezañ savet, a gemeras ar bugel bihan hag e vamm e-pad an noz, hag en em dennas en Ejipt.
Matthew 2:15
Hag e chomas eno betek ma varvas Herodez, evit ma vije peurc'hraet ar pezh en devoa an Aotrou lavaret dre ar profed:
Galvet em eus va mab eus Ejipt.
Matthew 2:16
Neuze Herodez, o welout o devoa ar majed graet goap anezhañ, a voe en ur gounnar vras, hag a gasas da lazhañ an holl
vugale a zaou vloaz ha yaouankoc'h, e Betlehem hag en e vro a-bezh, hervez an amzer en devoa goulennet gant preder
digant ar vajed.
Matthew 2:17
Neuze e voe peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed Jeremia:
Matthew 2:18
Garmoù a zo bet klevet e Rama, hirvoudoù, gouelvan ha klemmvanoù bras: Rachel o ouelañ he bugale; ne fellas ket
dezhi bezañ dic'hlac'haret, abalamour n'emaint mui.
Matthew 2:19
Goude marv Herodez, setu, un ael eus an Aotrou en em ziskouezas da Jozef en Ejipt, dre un huñvre, o lavarout:
Matthew 2:20
Sav, kemer ar bugel bihan hag e vamm, ha distro da vro-Israel, rak ar re a glaske ar bugel evit e lazhañ, a zo marv.
Matthew 2:21
Hemañ, o vezañ savet, a gemeras ar bugel hag e vamm, hag a zeuas e bro-Israel.
Matthew 2:22
Met, pa glevas e rene Arkelauz e Judea e-lec'h e dad Herodez, en devoe aon da vont di; o vezañ bet aliet gant Doue dre
un huñvre, en em dennas e kostezioù Galilea.
Matthew 2:23
Chom a reas en ur gêr anvet Nazared, evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar brofeded: Galvet e vo
Nazaredad.
Matthew 3:1
En deizioù-se, e teuas Yann-Vadezour o prezeg e lec'h distro Judea, hag o lavarout:
Matthew 3:2
Ho pet keuz, rak rouantelezh an neñvoù a zo tost.
Matthew 3:3
Anezhañ eo en deus komzet ar profed Izaia, o lavarout: Mouezh an hini a gri el lec'h distro a lavar: Kempennit hent an
Aotrou, plaenit e wenodennoù.
Matthew 3:4
Yann a zouge ur sae a vlev kañval hag ur gouriz lêr en-dro d'e groazell; e voued a oa kilheien-raden ha mel gouez.
Matthew 3:5
An dud eus Jeruzalem, eus an holl Judea hag eus an holl vro war-dro ar Jordan, a yae d'e gavout,
Matthew 3:6
hag, oc'h anzav o fec'hedoù, e oant badezet gantañ er stêr Jordan.
Matthew 3:7
Eñ eta, o welout kalz a farizianed hag a sadukeiz o tont d'e vadeziant, a lavaras dezho: Lignez a naered-gwiber, piv en
deus desket deoc'h tec'hel diouzh ar gounnar da zont?
128754006.004.png
Page 4 of 198
Matthew 3:8
Dougit eta frouezh dereat d'ar geuzidigezh,
Matthew 3:9
ha na lavarit ket ennoc'h hoc'h-unan: Ni hon eus evit tad Abraham; rak me a lavar deoc'h, e c'hell Doue ober genel eus
ar vein-se bugale da Abraham.
Matthew 3:10
Ar vouc'hal a zo a-vremañ lakaet ouzh gwrizioù ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat a ya da vezañ troc'het
ha taolet en tan.
Matthew 3:11
Me ho padez en dour, evit ar geuzidigezh; met unan all a zeu, galloudusoc'h egedon, ha n'on ket dellezek da zougen e
votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan.
Matthew 3:12
E grouer a zo en e zaouarn, naetaat a raio mat e leur, hag e tastumo ar gwinizh en e solier, met ar pell a zevo en tan na
varv ket.
Matthew 3:13
Neuze, Jezuz a zeuas eus Galilea d'ar Jordan, da gavout Yann, evit bezañ badezet gantañ.
Matthew 3:14
Met Yann ne felle ket dezhañ e ober, o lavarout: Me am eus ezhomm da vezañ badezet ganit, hag e teuez da'm c'havout?
Matthew 3:15
Jezuz, en ur respont, a lavaras dezhañ: Na harz ket-se bremañ; rak evel-se eo e tere ouzhimp peurober pep reizhder.
Neuze eñ a lezas d'ober.
Matthew 3:16
Ha goude ma oa bet badezet Jezuz, e savas raktal eus an dour; ha setu, an neñvoù a oa digoret a-us dezhañ, hag e welas
Spered Doue, e doare ur goulm, o tiskenn warnañ.
Matthew 3:17
Ha setu, ur vouezh eus an neñvoù a lavare: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez.
Matthew 4:1
Neuze Jezuz a voe kaset gant ar Spered el lec'h distro, evit bezañ temptet gant an diaoul.
Matthew 4:2
Goude m'en devoe yunet daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh, en devoe naon.
Matthew 4:3
An tempter, o vezañ tostaet outañ, a lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, gourc'hemenn d'ar mein-se dont da vezañ
bara.
Matthew 4:4
Met eñ a respontas: Skrivet eo: An den ne vevo ket a vara hepken, met gant pep ger a zeu eus genou Doue.
Matthew 4:5
Neuze an diaoul en kasas er gêr santel, a lakaas anezhañ war lein an templ,
Matthew 4:6
hag a lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, en em daol d'an traoñ, rak skrivet eo: Gourc'hemenn a raio d'e aeled kaout
evezh ouzhit, ha: dougen a raint ac'hanout etre o daouarn, gant aon na stokfe da droad ouzh ur maen bennak.
Matthew 4:7
Jezuz a respontas dezhañ: Skrivet eo ivez: Na dempti ket an Aotrou da Zoue.
Matthew 4:8
An diaoul en kasas c'hoazh war ur menez uhel meurbet, a ziskouezas dezhañ holl rouantelezhioù ar bed hag o gloar,
Matthew 4:9
hag a lavaras dezhañ: An holl draoù-se a roin dit, mar daoulinez da'm azeuliñ.
128754006.005.png
Page 5 of 198
Matthew 4:10
Jezuz a respontas dezhañ: A-dreñv din, Satan! Rak skrivet eo: Azeuliñ a ri an Aotrou da Zoue, ha ne serviji nemetañ.
Matthew 4:11
Neuze an diaoul en lezas; ha setu, aeled a zeuas hag a servijas anezhañ.
Matthew 4:12
Met pa glevas Jezuz e oa bet lakaet Yann er prizon, en em dennas e Galilea.
Matthew 4:13
O vezañ kuitaet Nazared, e teuas da chom e Kafarnaoum, kêr arvorek, war harzoù Zabulon ha Neftali,
Matthew 4:14
evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed Izaia:
Matthew 4:15
Douar Zabulon ha douar Neftali, ar vro a zo war hent ar mor, en tu all d'ar Jordan, Galilea ar baganed,
Matthew 4:16
ar bobl a oa azezet en deñvalijenn, he deus gwelet ur sklêrijenn vras; hag ar sklêrijenn a zo savet war ar re a oa azezet e
bro hag e skeud ar marv.
Matthew 4:17
Adalek neuze, Jezuz en em lakaas da brezeg, ha da lavarout: Ho pet keuz rak rouantelezh an neñvoù a zo tost.
Matthew 4:18
Hag, evel ma valee a-hed mor Galilea, e welas daou vreur, Simon a c'halver Pêr, hag Andrev e vreur, o teurel o roued er
mor, rak pesketaerien e oant.
Matthew 4:19
Lavarout a reas dezho: Heuilhit ac'hanon, ha me ho raio pesketaerien dud.
Matthew 4:20
Kerkent, o lezel o rouedoù, e heuilhjont anezhañ.
Matthew 4:21
Hag ac'hano, o vont un tamm a-raokoc'h, e welas daou vreur all, Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur, a oa en ur vag
gant Zebedea o zad, o fichañ o rouedoù. Gervel a reas anezho.
Matthew 4:22
Int, raktal, o lezel o bag hag o zad, a heulias anezhañ.
Matthew 4:23
Jezuz a valeas dre holl C'halilea, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, hag o yac'haat kement
kleñved ha kement mac'hagn a oa e-touez ar bobl.
Matthew 4:24
Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re dalc'het gant meur a boan ha
gant meur a zroug, re dalc'het gant diaoulien, re loariek, re seizet, hag eñ a yac'hae anezho.
Matthew 4:25
Ul lod bras a dud a heulie anezhañ eus Galilea, eus Dekapoliz, eus Jeruzalem, eus Judea, hag eus an tu all d'ar Jordan.
Matthew 5:1
O welout ar bobl-se, Jezuz a bignas war ur menez, hag, o vezañ azezet, e ziskibien a dostaas outañ.
Matthew 5:2
O tigeriñ e c'henou, e kelenne anezho, en ur lavarout:
Matthew 5:3
Eürus ar re baour er spered, rak rouantelezh an neñvoù a zo dezho!
Matthew 5:4
Eürus ar re a zo er glac'har, rak int a vo frealzet!
128754006.006.png
Zgłoś jeśli naruszono regulamin